Ar falc'hunerezh[1] zo un doare da chaseal gant evned-preizh doñvaet en amboaz-se. Meur a seurt evned-preizh a vez implijet evit se, hervez ar broioù : falc'huned, baoued, erered.
A-gozh e vez kavet meneg eus ar falc'hunerezh en istor : implijet e veze evned-preizh evit chaseal en Azia meur a gantved a-raok Jezuz Krist. Eus kreiz Azia hag eus ar Reter Nesañ e teuas an doare chaseal-se betek Europa. Moarvat e voe an Huned hag an Alaned ar pobloù kentañ a zegasas ar falc'hunerezh da vroioù Europa, war-dro ar bloavezh 400.
Frederig II an Impalaeriezh Santel (1194–1250) zo anavezet evel unan a vrudas an doare-se da chaseal e kornôg Europa. Kontañ a reer en doa desket ober digant Arabed pa oa o vrezeliañ er Reter Nesañ e-pad ar C'hwec'hvet Kroaziadeg (1228–1229). Lakaat a reas treiñ un dornskrid arabek diwar-benn ar falc'hunerezh hag embannet e voe e latin e 1241, gant an titl De arte venandi cum avibus ("Arz ar chaseal gant evned").
E broioù Europa e oa ar falc'hunerezh un obererezh na veze graet nemet gant an dudjentil. E Bro-C'hall e voe paouezet gantañ da-heul un dekred embannet da vare an Dispac'h Bras, e 1792, a verze ar c'hargoù falc'hunerien, tud e servij ar roue pe an aotrounez. Goude an Eil Brezel-bed e voe adroet lañs d'ar falc'hunerezh. E 1954 e voe votet ul lezenn d'e reolenniñ.